Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
KLENVED AR MEDALENNOU
Fistoulik
N’eo ket c’hoaz na Baraz na va medalen.
Droch
Eo arabad…
(Fistoulik a azez e kostez an daol)
Fistoulik
Nan, nan, pell ac’hano !
Droch (Droug o vont ennan)
Nan ? Penoz ’ta ? Me lavar-me eo arabad d’eoc’h disfiziout diouz Baraz.
Fistoulik
Gwir eo, mignon, a du emoun ganeoc’h.
Droch
Perak neuze lavaret nan elec’h ma fell lavaret ya ?
Fistoulik
Arabad facha, mignon Droch, n’emomp ket hon-daou er memes park.
Droch
Oh ! facha, pell ac’hano, pell ac’hano ! Hag hirio e roan c’hoaz va ger d’it da gemeret ac’hanout war va listen a-benn an taol kenta… ; rak unan pe zaou a zo mall bras d’in teuler er-meaz, abalamour n’ouzoun mui petra int deut da veza ; n’int ken na kig na pesked !
Fistoulik
Trugare d’eoc’h, Droch ! Me a c’hounezo kalz a voueziou d’hon listen, eur wech m’am bo gellet kaout va medalen. Piou a c’helfe nac’h e vouez ouz eun den medalennet ?