Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
KLENVED AR MEDALENNOU

tammig kig gwak ha flour. Te a vo o servicha ac’hanomp ouz taol, n’eo ket ?

Lom Bitous

Ya, me va-unan, ha piou nemedoun, p’eo gwir eo eat Fanchik-Fall da bourmen pe da gousket, pe da guzat, ha me oar, me !

Job Saout

Mad ! Gortoz ma lavarin d’it. An tamm kig-ze n’eo ket eur fall lakat an dent warnan. Kas anezan buhan d’ar plac’h, ha lavar d’ezi ober tan d’ezan buan ha buan. Pa vo digriet-mad, e c’helli digas anezan d’in, ne vo ke red d’ar re-all gouzout, klevout a rez ? Hag evit da boan, e lezin eun hanter anezan ganit ; ne vo ket fall d’it !

Lom Bitous

Intentet em eus ; bet dinec’h. (Mont a ra en tu all gant ar c’hig).

Ar Skouarnek

Mes, luc’hed kamm ha seiz boulgurun-ruz ! emichans pa lavaran d’eoc’h hanter kant mouez d’an taol izella !

Droch (d’ar Skouarnek)

Icht !… War bouez, mes ne gredan ket kalz !

Ar Skouarnek (ouz Droch).

Ma ! Kredit pe chommit hep ober, pe kerzit gant an tanfoeltr, m’ho peus c’hoant ; evit ar wech kenta ne rin netra evidoc’h, mar kendalc’hit da ziskredi evelse…

Droch

Oh ! nan, Skouarnek, arabad e vefe ! Pec’hed e