Ya, kenkouls tra ober. (Hag int oc’h azeza.)
Me a lavar lezel e lec’h gant hon « depute » Baraz, rak en em gaout a reio hep dale emichans.
Ya, ya, en em gaout a reio hennez, Fistoulik.
Ha diskennit d’eomp ar zouben, Fistoulik.
Ya, ya, ar zouben, Fistoulik !
Blaz vat a zo ganti, eun eston, Fistoulik.
Ya, ya, eur vlaz dispar Fistoulik !
Gwell a ze ! Bep a vanne gwin breman. (En eur zisken banneou.) — Heman n’e ket dour feunteun, na dour-red eo. Tanvaït. (Hag an hall o tanvat.)
Gustrik ! Forz penoz, ar gwin-man a c’hell kaout oad va mab yaouanka : eiz pe nao vloaz.
D’eoc’h e c’hellan lavaret e oad hag eus pelec’h e teu. N’ho peus ket sonj, abaoue a zo breman eun dek pe zaouzek vloaz, en em gollas aze, war ar c’herreg, eul lestr-marc’hadour ?