Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
KLENVED AR MEDALENNOU

War al lizer e c’helloc'h gwelet an traou egiz m’emaint

Mazo an Treut

(Ober ra an neus da saozmegi.)

Se-se-setu ho li-li-lizer, aotrou Fistoul-toul-toulik,

Fistoulik (oc’h azeza)

Digasit d’in al lizer, ha taolit ho pouez da azeza da vihana. (Azeza ’reont.) Krena ’ra va holl izili ouzin… Va Doue-Doue !…

Herve-Goz (o vont en tu-all)

D’in-me ne lavarer ket azeza ; niont a ran en tu-all.

Fistoulik

Ha va lunedou, ne gavan ’ket anezo, n’emaint ket er gear… (Staga ’ra da lenn.) « Aotrou Fistoulik kez. » N’oun ket evit lenn hirroc’h, va daoulagad ne welont nemet steredennou war ar paper.

Ar skouarnek

Deuit aman ha me lenno d’eoc’h, me wel sklear, me !

Fistoulik

Ah ! Medalen baour !

Ar skouarnek (o lenn)

« Aotrou Fistouiik kez. Plijet ganeoc’h digarezi ac’hanon ; n’hellan ket mont betek ennoc’h. Da vihana kas a ran va daou sekretour d’ho kaout eus va ferz ; va yec’hed n’eo ket eus ar re genta, ha neuze kelou fall n’am bije ken da roi d’eoc’h…

Fistoulik

Ah ! va Doue, petra ’lavar ? Ha peseurt klenved