Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
KLENVED AR MEDALENNOU

fall a-walc’h a zo lammet warnan abaoue dec’h ?

Mazo an Treut

A-a-ar c’hlenved a deu bu-bu-buan !

Fanchik Fall

Dec’h goude koan, aotrou Fistoulik, e krogas an droug-bouzellou en hor mestr ; hag epad an noz n’en deus great nemet… redek ! — N’ho peus nemet selaou betek penn.

Fistoulik

Ya, lenn c’hoaz, Skouarnek.

Ar skouarnek (o lenn)

« … Da genta, kelou fall ac’hanon-me : an dreuz a zo kouezet warnon, ha n’oun ken evit bouta… »

Job Saout (c’hoaz o frognat eun askorn)

Eun dra gaer c’hoaz !…

Ar skouarnek (o kenderc’hel da lenn)

« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen…

Fistoulik

Oh ! Poull va c’halon !…

Ar skouarnek

« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen. Deut e oan a-benn da gaout evidoc’h medalen a enor al Labourerez-Douar… »

Job Saout (O sacha war e askorn.)

Penn-ruban ar « Bouren-vrein » !

Ar skouarnek

« … Mes ar « Prefet » a zo deut da c’houzout, n’ouzoun ket penoz an tanfoeltr, n’emoc’h mui o