Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
KLENVED AR MEDALENNOU

d’in d'am zi, ha sonjal mad a ran ne rankor ken skuba al leur-zi aman war ho lerc’h ! — Eur ger evidoc’h, Droch. Elec’h beza war ho listenn, abenn ar wech kenta, e kavoc’h ac’hanon e penn eul listen all a eneb d’eoc’h, ha ni a welo ha tud ar barrez-man o devezo muioc’h a fizians en eur migon d’ezo, (eur mignon digor mad e zaoulagad gantan breman, mar dint bet pell serret), eget eu eur gaolek deut n’ouzon ket a belec’h da veva diwar o c’houst.

Droch (c’houero)

Deomp ac’halen, Skouarnek !

Fistoulik

Ha c'houi, Skouarnek, en em emellit muioc’h eus ho pugale, mestr-skol ; rak hiviziken echu eo hoc’h amzer ganeoc’h. Hiviziken ne c’helloc’h ken laerez moueziou epad ma’m bezo me buez. Gouzout a rit, n’eus ket gwelloc’h da ziwall ouz al laer eget an hini a zo bet laer e-unan.

Ar Skouarnek

Ar c’hure a enep d’in ! Fistoulik ive a enep d’in, ha gwasoc’h c’hoaz !… paour kez « parti », emout maro diwar an taol-man ! (Mont a reont o-daou er-meaz, izel o c’hlipen).


————
SEIZVED DIVIZ


Fistoulik, Yan Avalou, Jakou, Lom Bitous, Herve Goz.


Lom Bitous

Me ive, mestr, em eus lavaret droug ouzoc’h, mes

keuz am eus.

6.