Neuze ankounac’heat eo pep tra, mignon Lom. Hiviziken e prenin douarou da labourat e giz diagent. Red e vo d’in avad ren buez vad gant Fanchik-Fall. — Sell ! te Jakou, te a glevan o klemm ouz ar gouarnamant, pa geri e teui da vevel ganin arok eiz-de aman, da labourat douar. Ne glemmi ket ; ankounac’heomp ar pez a zo bet etrezomp !…
Marc’had great, aotrou Fistoulik, N’am bezo morse keuz d’ar gouarnamant, ar falla mestr a c’helfe eur mevel da gaout !…
Nag a draou a c’hoarvez en noz-man, ne ket gwir Gwenole ?
Ya, nag a draou !
Eur zonj-all ! Petra gav d’eoc’h, Yan Avalou ? Marteze a-ben bloaz ac’han, pa vo dilezet e vragou-ru gantan, Gwenole a c’hello ober amzer-vat gant Annaïk ho merc’h ?
Marteze, marteze… !
Me ouïe mad, me, e oa traou nevez dre aman fenoz.
Ya, amezeg Herve, ha traou a-bouez c’hoaz ! E c’helli lavaret ken uhel ha ma kari e vo levenez en ti-man diwar hirio ; lavar e teus gwelet Fistoulik