Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Klenved ar Medalennou


gant an Aotrou fistoulik


Pez-C’hoari fentus e tri Arvest


Arvest Kenta


————
KENTA DIVIZ


An Aotrou Fistoulik, e-unan
(Azezet war e gador, o tic’henaoui.)

Dilun, dimeurz, dimerc'her, diriaou ha dirgwener, setu aze adarre tremenet pemp diwar zeiz !

Penoz ’ta ? Warc’hoaz neuze e tigouez ar zul, p’eo gwir ema hirio ar zadorn. Na pegen buhan ez a an deiziou en dro, eur pennad zo ; ha koulskoude netra ne deu. Netra ! netra ! Kaer gortoz am eus. Bervi a ran epad an deiz-Doue o c’hortoz eun tammig lizer da zont d’in eus kostez Pariz. Ne c’houlennan ket digantan beza hir-hir, keit hag ac’han da warc’hoaz ; ne glemmin ket ha pa ne vefe nemet eun dousen geriou warnan, gant ma vefe skrivet warnan : « Aotrou Fistoulik, plijet eo bet gant ar Gouarnamant roi d’eoc’h eur vedalen, evit anaout an oaz a gemerit da labourat evitan. »

Mez, Aotrou Doue ! Piou oar pegeit amzer a lako c’hoaz al lizer benniget-ze da zigouezout