« Va buez ! Va buez ! » grias an itron o koueza a stok-korf d’an douar.
Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas wardro o mestrez. — « Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me ha zavo alese pa blijo ganin. » — « Ha penôz ? » emezo, sabatuet. — « Gant ar c’hwitel-man », a respontas an aotrou ; hag hen distaga teir c’hwitelladen gant e c’hwitel daou wenneg ; mes netra, an itron ne flache ket an disterra. Ober a reas c’hoaz eun taol c’hwitel, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro mat !…
An aotrou a jommas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.
Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abred pe ziwezat, hini pe hini a ziskuilhfe.
Setu ’ta ma teuas archerien da chadenn an aotrou kez, hag eiz de da c’houde e oe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.
…Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastel-C’hwistel, (entent a rit breman perak e oe roet an hano-man d’ar maner). Dioc’h-tu e poanias da welc’hi e hano eur ar vrud fall en doa chachet warnan e yontr ; ha ne oe ket dies d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.
Eus e du, Yan an Inkin ne ankounac’haas morse
e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue ; beva ’reas koz-koz gant Katellig etouez eun tiad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap.
— Ha d’e eur diweza, sant Per a zigoras, sur
awalc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.
Ra ’z imp holl d’e gaout du-ze, pep hini d’e dro !