Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eus an izel d’an uhel


————


Pa zimesjont an eil d’egile, paour e oant ken ma oant paour awalc’h. Eur zon a lavaras ar wirionez diwar o fenn :

Kenta ma voent dimezet
Allo ! va mignon ! Alo ! gê !
Kenta ma voent dimezet
En eur stad trist oent laket.

Mes eurus e oant evelato, rak n’eo ket ar binvidigez hag an arc’hant eo ar re a lak al levenez hag an eurvad en eun tiegez. Holl e c’houzomp ar pez a lavar Furnez ar Geiz eus a Vro-Vreiz :

Gwelloc’h karantez leiz an dorn
Eget n’eo arc’hant leiz ar forn.

Neuze ’ta e oant eurüs, Yann ha Katellig, daoust d’o faourentez. Evit ti, eul lochenn tôet gant drez ha raden ha blenchou gwez diskouret, mes

Gwell eo eun ti bouedek
Eget eun ti bras avelek.

Evit arrebeuri, eur gwele, eur podhouarn, eur skudel ; o daou e vezent o tibri e-barz, egiz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en eun hevelep krogen. — Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoue ez eus pell ! Mes, o veza m’edo eur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesounier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brena eun daol ha peb a skaonv mar plij. Abenn pevar pe bemp bloaz dimezi, o doa gellet prena e foar Bouldahud eun danvad,