Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

tudou, ya, eun danvad ! Mes ar pez na brenjont ket eo ar pez en dije dalc’het ar muia ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, eur mab pe eur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoaz meur a hini anezo. Nann, siouaz ! disher e oant, rak Katellig, red eo lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’eman-hi, Katellig n’oa nemet eur c’haonac’hen anezi !

Eun nozvez, war an diskar-amzer, pa oa hi eat en he gwele, Katellig a lavavas d’he gwaz : « Ah ! Yan baour, me oar petra n’am eus ket great, me… »

— « Oh ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! » eme Yan, a oa o tiwiska e lavreg.

— « Nann, Yan baour, n’ouzout ket ! Sonj ’ta, chommet eo er meaz ! »

— « Piou ’ta ? »

— « Hon danvad, Yan baour ! Ha ma vefe eat e kof Gwilhou ar Bleiz ?! » Setu Yan, didrous, d’en em adwiska, ha dao kuit da glask an danvad. Skler e oa al loar en he c’hann. Mes daoust da ze, Yan ne gave na roud na tres ebet eus an dianket. Oanig paour ! Ar bleiz digoustians a dra zur en doa sammet anezan ha koaniet gantan ! Ha setu hor paour kez Yan, diberc’hennet diouz e zanvad, eur zon trist o sevel d’e envor :

Kaonv d’am danvad pengornik !
Me ’m eus keuz d’am danvad !
Kaonv d’am danvad pengornik !
Kaonv d’an danvadig mat !

Emichanz, goude envori e zon, en doa he c’hanet ivez, rak, pa oa o tostât ouz park an Tri-Ferson, e klevas eur vouez adrenv e gein o c’houlen outan : « A ! va den paour, d’it-te eo e oa an danvad ? »

Yann en eur zistrei a respontas : « Ya, d’in-me ; ankounac’heat er meaz en abardaez-man gant va hini goz. » Hag e welas eo eun aotrou a gomze