Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

outan ; ya, eun aotrou, hag unan a feson c’hoaz ! ha d’e heul daou gi-bleiz, o bleo garo savet pik warno, hag int dielc’het, o zeod eun hanter goured er maez eus o beg, daoulagad en o fennou egiz daou gef tan war enaou. Sentus koulskoude e chomment unan a bep tu d’ar mestr.

— « Basta ! neuze n’eo ket didamall da hini goz : rak bremaïk, p’edomp o tremen dre aman, hon deus gwelet eur bleiz o taga eun danvad. Buhan va chas war e lerc’h ha me ivez ; eun hanter-eur goude e oa lazet Gwilhaouig ganeomp a-hont, en tu all d’ar stanken. »

— « Mat eo ho chas neuze, aotrou », eme Yann, glac’haret-holl.

— « Mat-dreist int, va den ; ha, mar kares o c’hemeret, e vezint d’it, rag em maner em eus c’hoaz n’ouzoun ket kaer ped anezo. »

— « Marc’had great ; ho trugarekaat a ran. »

Goude kenavo, setu int pep-hini da zacha diouz e du : an aotrou e-unan etrezeg e vaner, ha Yan war-zu e lochen, krog en e chas. Digouezout a reas er gear pa zigoueze ivez Katellig, savet ha bet diouz he zu o klask ar paour kez danvad.

— « Debret eo gant eur bleiz lontrek ! »

— « Ha da biou ar chas-se ? »

— « D’in-me int breman ; digant eun aotrou em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon danvad. Chas dispar int, a lavare o mestr. » — Hag int en-dro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzou.

Siouaz ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-meaz, pe gant keuz d’he danvad pengornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne zavas ken diwar an taol-ze ; ha, tri pe bevar devez goude, e oa intanvezet ar paour kêz Yan !…