Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret…
Neuze ’ta, abaoue ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontel war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketour o chomm e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da bôtred ar c’hagn ; elec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale ; eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketourien sant Per-Baour evit o zant paeron ! N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penôs. Eur zulvez,