Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano (eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro) a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia etouez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya koant zoken, mes hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.

Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penôs en defe gellet ober, p’eo gwir e oll amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vad, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…

Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa graet taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz ; ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet (hervez lod) gant e wreg, eur vaouez beg figus, rôk an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou oar ? Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :

O Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlan !
Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te ’vo beuzet en tan.