Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —


Nemet en e skourjez, a lavaran, ha penôs kemend-all ?

— « Betek-hen, eme Kolaïg d’e wreg eur zulvez, betek-hen n’oun bet nemet eur genaoueg, nemet eul loue, met eurus eo d’in ne jommer ket loue evit atao, dalc’hmat ; selaou ac’hanon : Ar mestr-skol, (ar vistri-skol a vreman, gouzout a rez mad, a zo gwall-zesket ; n’eo ket azenned eo ez int evel re gwechall ha ne oant mat nemet da ober katekiz), en deus lavaret d’in, hirio goude an oferen, pa ’z oun bet o paea eur banne d’ezan, n’ez eus nemet koll o labourat an douar ; ha piou a dle gouzout an dra-ze gwelloc’h eget ar mestr-skol ? Ober a rin hiviziken ar pez en deus va aliet da ober : fiziout va douar en eur merour, ha mont da varc’hadour kezeg. »

— « Oh ! diwall mat, mignon Kolaïg, diouz aliou ar vistri-skol ! » eme Janig ar Gapen d’he gwaz.

— « Evit gant mestr-skol hor parrez eo deut ar wirionez, p’en deus lavaret d’in ne oa dre ar C’hap, war ar meaz, den ebet a gement a gomzfe galleg kouls ha me, Kolaïg Dorndu ! Ha perak neuze, p’eo gwir ec’h ouzoun ar galleg, ne vijen ket mat da varc’hadour kezeg ?… Me a vo, klevout a rez ac’hanon, Janig, me a rank beza marc’hadour kezeg ! »

Setu penôs, p’eo gwir en doa c’hoant ar mestr-skol, ez eo bet feurmet Kernez-Vihan d’eur merour ; Kolaïg evelkent a zalc’h gantan eur penn-ti hag ar marchosi.

Da genta, an traou a droas mad a-walc’h gant Kolaïg ; heman oa deut da anaout eun niver a droiou kamm, o tarempredi ar foariou hag ar marc’hajou. Bez’ e veze dalc’hmat e Kemper, e Pont-’n-Abad, e koste Ploneour, er Pont, e Douarnenez, e Pouldahut… ha me oar-me e pelec’h e veze c’hoaz !