chom da lichuenna. An traou a gerze mat en dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit e-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.
Truilhennig en em jale : « C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ? »
— Ya, o vont da zimezi, me lavar ! Kerz da c’hwitellat, pôtr paour, mar sonj d’it. An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !
Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a jomme c’hoaz ganti a skiant vat : red e oe he c’has da di an diskianted, elec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri devez !
Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ? Ar pôtr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan : « Perag ivez n’eo ket bet chommet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ? » Mes naon a deue d’ezan, hag evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan… — Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre koc’hu ar gear vras, a jommas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan