kalet evel men, a-stribilh etre he gaol, a dle ober diez d’ezi da vale.
— « Set’ aze, Janig, eme Kolaïg en eur lakat eur c’horniadig butun abarz mont en hent, set’ aze hag a dalv ugent skoed pe pemp lur ha triugent d’an tôl izela : eun dornadig mat a arc’hant ! »
— « Diwal, eme Janig, aoun am eus na vefes paket eun dro bennak ! »
Digouezet int o-daou etal dor ar marchosi, ar c’havr ganto. Hep dale eo kordennet ive ar marc’h daou vloaz a dlie mont d’ar foar gant Kolaïg.
— « Set’ aze, Janig, eme heman, talvoudegez kant hanter kant skoed d’an nebeuta, pe wardro pemp kant lur ma ’z a mad ar ronsed ! Kenavo, Janig ; en abardaez-man, e weli ac’hanon o tistroï d’ar gear, eur chakotad mat a skoejou ganin. Kenvao ! »
Ha Kolaïg en hent o vutuna dre ma ’z a, e gorn-butun berr ha mogedet etre e zent, e skourjez endro d’e c’houg, e varc’h ouz e zorn deou hag e c’haor ouz e zorn kleiz...
O welet he C’holaïg a pellât, Janig, difius evel ar C’hapenned, rak emichanz e tiskred eun tammig ive war he gwaz, a hop warnan : « Hep, hep ! Kolaïg, arabad d’it dont goullo d’ar gear ! Diwall mad diouz al laer, ma den ! » Hag o veza chommet, eur pennadig, harpet e korn tal ar marchosi o sellet ouz he gwaz o pignat ar grec’hen dosta gant e loened, ez a d’an ti d’en em emellout eus he labour, eur berniad mat a draou o ruilh hag o tiruilh en he zamm penn.
Kolaïg Dorndu, luduet e vutun gantan, mes e gorn dalc’hmat o chakat etre e zent, a gendalc’h da vont gant an hent, e zaou loen d’ar paz war e