Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/15

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

lerc’h, hag e teu sonj d’ezan eus aliou Janig : « Petra an tanfoueltr, eme ar C’haper outan e-unan, petra he deus c’hoant va hini goz da randounat d’in, er mintin-man ? Diwall diouz al laer ! Me, Kolaïg ar marc’hadour kezeg ! Ha ! Ha ! me garfe gwelet peseurt liou en deus al laer a zo gouest a-walc’h da laerez eur spilhenn diwarnon-me !… Piou zo gwaz, satordallik ? ma n’oun-me ket ? Ha n’eo ket me a oar ar muia galleg e bro Kaperien Beg ar Raz ?… Va mestr-skol e-unan en deus lavaret an dra-ze d’in, eur sulvez p’am oa paet eur banne d’ezan… Ya, gwaz oun ! » Ha fouge ennan, e sko gant e bennad kordenn war e beultrin, ken ma ’z a e tammou hag e bruzun, en e c’henou, pao pri e gorn-butun !…

— « Ma feiz ! eme hor gwaz, pa zigouezin e bourc’h Poullan, e prenin eun all ; mes evit laeret ne vin ket !  »

En eur deuler eur zellig ouz e c’havr, e wel he deve re garget, al lez o tiverat dioutan bep ar mare.

— « Setu aze koll evidon, eme Kolaïg. Penôs diwall ma bida da verat ?… Sell, kantonier Beuzeg a zo aman o tont d’e zevez, hennez a dle gouzout penôs ober evit-se… Hep ! kantonier, ma bida aman a goll lez, penôs ne gollo ket ? »

Ar c’hantonier, pôtr fin evel an holl gantonierien, a lugern gant ar blijadur e zaoulagad bliou en e benn : « Hostaliri ar C’hoad-Pin n’ema ket pell ; ma vez eur bannig, e lavarin awalc’h da stal d’it ! »

— « Ya, ya, daou vanne zoken kentoc’h eget unan… »

Setu flipet bep a lommig ganto : « Mad ! ma den, eme neuze ar c’hantonier, setu aman evidout ha da vida : pa zigouezi e Poullan, kerz da gaout Herri, ar marichal, ha goulenn digantan eur c’hlo-