Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Kolaïg n’ema ket an distera war o sonj, kement a brez a zo warnan o klask dibri krampouez ; n’eo ket hep poan avat, rak e zaou loen eo red d’ezan ive bleina. Pa n’eo ket evit ober gwelloc’h, e kemer peg en eur grampouezen a bez a stribilh ouz e c’henou, hag e chach warni betek ar penn dilosta, ar pez a lak ar bôtred da c’hoarzin, leun o beg.

— « Petra zo, marmouzien ; hag o c’hoarzin d’in-me emoc’h ? »

Unan eus ar bôtred, an tosta da Golaïg, a respont evit an holl : « N’emomp ket ’ta ; mes eus ar penn all-tre ar C’hap e rankit beza ginidik a dra zur, ma zonton, tostik d’an Enez Sûn, p’eo gwir en eur vont d’ar foar gant ho marc’h, n’ouzoc’h ket ar furnez da bignat war e gein ! » Ar vandennad krennarded a c’hoarz o gwalc’h, ha Kolaïg a anzav outan e-unan n’eo ket brao deski furnez, dreist-oll digant bugale :

— « Mar pignan war gein Laouig, emezan, petra rin eus ma bida ? »

Hep beza nec'het an distera : « Petra ? eme ar pôtrig, mes staga ar bida ouz lost ar marc’h, hag e c’helloch da c’houde kaout ho taou zorn da zibri ho krampouez ! »

— « Gwir awalc’h eo ! eme Kolaïg Dorndu » ; hag e stag ar paour kez gaor ouz lost ar marc’h, hag e pign war gein Laouig, hag ez a etrezek Pouldahut, en eur zibri krampouez, epad ma c’hoarz muioc’h-mui pôtred skol Poullan…


IV


EUL LAMPOUN O LAEREZ AR BIDA

Neuze ’ta, Kolaïg a gendalc’h da vont arok war gein Laouig, en eur chaka gwasoc’h c’hoaz war e grampouez, malisiet evel ma ’z eo ouz ar bôtred