Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

vihan. Digouezout a ra evel-se gant koajou Maner Stank. Aman ez eus eur gwall-zouben da gaout ! A drenv ar c’hleun, skoaset e-mesk an trojennou lann hir, eun den, (eul lampoun bennag eus kear, sur a-walc’h), a zo, evel pa lavarfed, o c’hortoz eun dra bennak ; tres paour a zo warnan, eun tres ken divalo hag eul laer ma ’z eo.

Skuizet o c’hedal en aner eur C’haper droch bennak da vont da foar Bouldahud, al laer a zo o vont d’en em denna kuit, pa glev eur c’hloc’hig o son : Bin, de ri din bin baon… Hag al laer da zevel e benn, ha gwelet Kolaïg o tiskoasa er c’horn tro, eur gaor ouz lost e varc’h, rak kloc’hig gaor Kolaïg eo a ziridign kemend-all !…

Eur wech m’eo tremenet Kolaïg ebiou gant e loened, setu al laer da lammat didrouzik war an hent ha da redek war-lerc’h, divoutou, evit laerez ar c’haor, ha pa ne ve ken.

Mes penôs ober an tôl hep roï netra da c’houzout d’ar perc’henn ?… Al laer a droc’h, da genta, ar c’hloc’hig diouz gouzoug ar bida hag a stag anezan a-nevez ouz lost ar marc’h ; ha goude, o veza troc’het kordenn ar bida, e kas al loen paour gantan er-meaz an hent, en eur warem elec’h ma kuz anezan etouez eur stropad strouez.

— « Mat ! eme al laer, kement-se deut eo ato : ar bida am eus paket diwar ar C’haper sod-ze ; an dra-ze a zesko d’ezan eur wech all staga geored ouz lost e ronsed da vont d’ar foar. Mes… mes… eur marc’h mat a zo gantan… ha p’eo gwir e lavarer : al laer a zo laer… red eo d’in kaout ar marc’h pe netra… »


V


AR MARC’H A YA GANT AL LAER IVEZ.

Hag al laer, a-dreuz ar parkeier, da blanta tiz ha da c’haloupa evit troc’ha arôk ar C'haper. Er c’heit-amzer-man, Kolaïg a zo ken dinec’h ha tra, dre ma