ac’halen ?… Ah ! petra a zonjan-me ’ta ? Sur awalc’h, va den, skuiz o c’hortoz ac’hanon aman, a zo eat gant Laouig betek hostaliri an Toull-Drez duze pelloc’h, da glask eur banne digant Mari Burel… Deomp da welet ! » − Ha Kolaïg d’an Toull-Drez !
Al laer, hen, goude beza deut a-benn eus ar bida ha bremaïk eus ar marc’h, en deus lavaret outan e-unan : « N’ema ket re fall an traou evel-se, ar C'haper-man a zo ken sod hag ar marc’h hag ar c’haor am eus sammet diwar e goust… C'hoari-louarn am eus great ivez, red eo lavaret !… Mes n’eo ket awalc'h kement-se. Ma dilhad war ma gorre a zo enno n’ouzoun mui pet kant toull warnugent, ha gant ar C'haper a zo eur wiskamant nevez-flamm : bragou mezer mat, ha chupenn kerkouls. Ah ! Daoult ! P’eo gwir e lavarer atô : « al laer a zo laer », red eo d’eomp troka, evit kaout peoc’h gant va c’houstianz ha pa na ve ken. Mes… penôs ober ?… Deomp atao etrezeg an Toull-Drez ; mar deu ar C'haper di, e welin petra d’ober ! » − Hag hen trezeg an hostaliri.
Eun ugent kammed bennak kent digouezout gant an hostaliri ema ar punz ; ar re a zo bet du-hont eur wech bennak o tanva ar jistr, a oar mat kement-se. Hag en eur zellet a-drenv e gein, al laer a wel piou ? Ya, piou a gav d’eoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !… Petra d’ober ? Al laer n’ema ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’ar punz, tenna e chupenn, frota eun tammig pri ouz e veg hag e vleo, ha bec’h da denna dour buana ma oar ober… − Ar C’haper a zigouez :
— « N’ho peus ket gwelet eur marc’h hag eun den o tremen aze ? »
— « Petra ? eun den hag eur marc’h ? Ah ! me