Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

zet da glask ar pare digant ar wezen vurzudus. Bez’ e oa eno Yan Dreboul, unan teo ha kofek etre bras ha bihan : egiz kanolier war vor en doa great e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennou kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoue e oa deut da zerc’hel hostaliri an Tri-Lounk, tost d’an Ankou. Hen ivez en dije karet gwellât, rak an hanter eus an amzer ne gleve ket petra felle d’e everien kaout.

— « Ac’hanta ! Yan Dreboul, a c’houlennas Noun digantan diou pe deir gwech, pignat a rez war ar wezen ? »

— « Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabad d’eoc’h koulskoude kredi em befe aon da goueza en traon ; nan ! mes arôk klask netra, red eo d’in moanât eun tammig ; ha goude-ze ni a welo. »

Unan bouzar all oa e hano Tin ar C'hozdanvad, ginidik eus ar C’hap-Sizun, du-hont pell.

— « Me zo o vont da bignat, emezan da Nounig ; met easoc’h e vefe d’in tenna va zaol, ma vije ledet eun dra bennak dindan ar wezen evit souplât va lamm. » — Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar c’holc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C'hozdanvad el laez gant ar wezen, hag uhel c’hoaz ; mes kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne zonjas mui, hen, en e ziouskouarn, nag en e bare hag, elec’h ober eul lamm en traon, e tiskennas war e bouezig. — Da vihana pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar boutaouer n’en doa ket a goll dioutan.

Eun trede perc’hen da ziouskouarn vouzar a zigouezas : hennez a oa Filip ar Stroalleg, diouz kostez Kerblevek e Pouldregad, laer dre vicher, rak eur c’hemener brocher-laou edo ; hag eun amziod kaer a oa dioutan, daoust d’ezan da veza kemener. N’ouzoun ket mad a-walc’h pe oad a c’helle