Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

vizet kenetrezo pa oant dimezet : penôs pep-hini d’e dro a rankje gwelc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudel da deurel eur bannig dour a dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Mâ, goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen epad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Mes hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet : « Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! » emezan.

— « Piou a zo o c’hortoz ? » a respontas Soazig.

— « Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz ! »

— « N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ? »

— « Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerez, sonj am eus re vad ! »

— « N’eo ket gwir ! » — « A zo gwir ! »

— « Nan ! » — « Eo ! » — Sellou du a rejont an eil ouz egile, mes aze e chomjont, ha gwell e oa ze. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet eat pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude.

Goude eur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa eun dra bennak.