Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

da bôtr yaouank ebet. « Dre c’hraz Doue ha sikour sant Krispin, ma faeron ker, ne jommin berr da ober eur c’here mat eus pep den yaouank a vo fiziet ennon, n’eus forz pegen hir ec’h hallfe beza e ziouskouarn. »

Hervez an doare, diouskouarn Perig al Lakez, ma yontr koz, a oa re hir, kalz hiroc’h eget re ar c’had, damdostik ken hir ha re an azen. N’eo ket lavaret gaou, mes tonton Lan a boanias bloa-hanter dioc’h-tu, epad an de-goulou, war-dro ar pôtr Per, hep ma teuas heman a-benn da zeski tacha, deread awalc’h, eur c’hoz boutou ler-goad bennak.


MA YONTR, ROET EUR FUSUILH D’EZAN GANT TONTON LAN, A DEU DA VEZA EUR CHASEOUR EUS AN DIBAB.


Eur wech, koulskoude, Perig a dremenas al « lignol » dre an toullou a oa great d’ezan gant Olier, ar mevel bras, tostik eun hanter dousen gwechou, pe war-dro, dioustu-dioustu ; hag e stagas eun tamm ler, e nebeud amzer, war beg eur voutez koz o tic’henaoui. Tonton Lan a oa kement a lorc’h hag a levenez ennan, ma paeas eur picherad chistr da Olier. Ma yontr ne eve nemet dour, ha setu aze perag e vestr a glaskas eun dra bennag all da ober plijadur d’ezan. Ne glaskas ket pell : a-us d’ar siminal, a-stribilh ouz daou dach sanket en treust mogedet, e oa eur fuzuilh koz-loued, oajet a gant vloaz d’an nebeuta, ha hi merglet ha goloet a gevnid. Tonton Lan ne gavas ket gwell eget e fuzuilh goz da roï da Berig ; n’eo ket red lavaret pegen laouen e oa heman…

Tremen a ra pep tra : levenez ken buhan hag eun devez-glao ; hag, evit gwir, al levenez ne badas ket pell er Gosker. Perig al Lakez a zeue da veza chaseour mat a zevez da zevez ; bemnoz e