Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Koulskoude, evel

« Gant amzer ha dre bilpaza
E reer an hent ar pella, »

Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a dostea ivez, eus e du.

Ha setu hor C’haper da droï eun tammig er-meaz an hent, evit… dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur voden-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.

— « Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad ! »

Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezen he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.

Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar voden-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buhan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buhana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg (hag en enoriou ; siouaz ! kollet), her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met re lor e oa e zivesker e-skoaz re al loen besk diouskouarn-hir…

Hag e glemmou a yee en-dro pounneroc’h ha war wasaat. — « Setu aze, emezan en eur zifronka etre daou bennad lenva, setu aze ar pez am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag hen c’hoaz o paouez dont er-meaz eus ar vi ! Pebez loen en dije great hennez ! Ah ! Salver benniget !… Daoust d’ar pez a c’hellfe va gwreg randouna d’in, evit ar