Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eur gontaden
eus bro ar C’haperien
————


Gwech-all-goz (abaoue zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-man kalz a dud o kaout envor a gement-se), gwechall eta, ar parreziou tro war dro da Veg ar Raz a oa eur vro dispar, ha ne ket eur vro dizolo, hep brouskoajou, hep disheoliennou, hep laboused evel hirio, ne ket eur vro glac’haret hag henvel awalc’h, dindan he oabl peurvuia du ha leun a vogidel, ouz Intanvez an Enez Sizun dindan he mantel a ganvou. Nan, Beg ar Raz d’an ampoent, (ma ranker da vihana teuler kred war lavarou ar C’haperien, troët eun tammig da fougeal, an darn vrasa anezo), Beg ar Raz a oa eur vroïg koant eus ar c’hoanta, rouanez ar broiou, na petra ’ta ? Koajou bras, prajou glas, steriou a-leiz, hag ar mor dôn oc’h ober evel eur gouriz ledan ha flour tro-war-dro d’he reier dispennet. Ha da neuze, ar mor, morse e kounnar, ne rea dalc’hmat, hep fulor, nemet lipat gant e deod flour bezin druz an aochou. Ar steriou hag ar c’haniou-dour a gane, a hiboude en eur vont gant o hent a dreuz ar foenneier, en eur gildroï dre ar meaziou. Ar c’hoajou a-dreist-holl a oa dispar, eun dudi o gwelet, kement a laboused a richane, a c’houitelle, en em gare enno.

Muioc’h c’hoaz ! loened a bep seurt, a bep liou hag a bep ment, a oa o chomm dre ar vro, loened gouez kouls ha loened donv. Red eo ive lavaret penôs, da neuze, e c’hoarie ar bleiz gant an oan, hep ne vije an distera dispac’h etrezo, ha penôs ne oa ket c’hoaz savet buez fall da ren etre al louarn