frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza pôtr-saoud, rak hennez, ar pôtr-saoud,
- « Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
- Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
- Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
- Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
- Ar gentel-ze avad a dalv kalz a re all ! »
E lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ? Petra zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?… » — « Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mad ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buhan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met
- « Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ? »
Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur. Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buhan warnon. Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued ! Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.
Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar pôtr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.
— « Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ? »
— « Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni