o kovez : eur zac’hadig a dle kaout en dro-man !
Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buhana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :
« En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp. »
— « War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ? »
— « Ya, war ho taoulin… Gwir awalc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus… »
— « Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze ’mije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ? »
Koulskoude plega ’reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’h-tu :
— « Ha breman ?… »
— « Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »
— « Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ru glaou gant he imour ; awalc’h a vennoziou evit an taol-man, paeët d’in va fesked da genta araog ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me… »
— « Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?… »
— « Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat… »
An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, mes ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesion evit-se.
E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue dija e Douarnenez. Lanig dioc’h tu en eun ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en eur gambr war laez.