— « Me ? O ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg… »
— « Da wreg ?… Da wreg a zo er gear, mad du-ze. Klev ’ta, mar karez, neuze e vezin ar paeron, hag, a-benn eun dek pe zaouzek vloaz ac’han, pa vo deut eur c’hrennard anezan, e kasin va filhor ganin d’am maner. Great eo ar marc’had ? »
— « Ar marc’had a vefe great, rak mat a-walc’h eo marteze ; mes va gwreg ? »
— « Eur stal gaer ; da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo. »
— « N’eo ket me, nan, gwir ; mes ar wreg eo hanter ar gwaz. »
— « Gaou !… Marc’had great, ya pe nan ?… Ma ’z aimp du-hont betek hostaliri Kabouig da gemeret eun dra bennak ; rak an tan a zo em gourlanchen hirio. Ya pe nan ?… »
— « Lakeomp ya, neuze. »
Hag ez eont o-daou da eva.
En eur zont er-meaz, arôk lavaret kenavo an eil d’egile, an aotrou ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e voutez, hag a zic’holoas kerkent eur yalc’had aour. — « Dêl ! devezour, setu aman evit va filhor da zont. Dalc’h sonj ! A-benn eun dek pe zaouzek vloaz e tistroïn d’e gerc’hat. Ac’han di, mar en em gavez en diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotrou galloudek Pôlig a Gerzatan… »
Souezet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gear. Kerkent e klevas eur c’hoarz trenk, skiltr, roc’hellek, hag eun tenn o strakal pounner d’an hekleviou. Distroï a reas e benn : roud na merk ebet mui eus an aotrou ruz ! Tra, tra, nemet c’houez an dev o flêria muioc’h-mui. Ha Per prim ac’hano d’ar gear, hep chomm