Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

filhor derc’hel tost dalc’hmad d’e vaz, ha pa deuio an diaoul d’e glask, skuilha dour benniget war al lostek-ze, ha ni a welo pehini eo ar gwella paeron, pe me, pe Pôlig a Gerzatan !

Per, diskredik eun tammig, a zonjas : « Dâl ! nemet eun hunvre n’em eus great ken adarre ! » — Met antronoz vintin, pa baras ar sklerijen, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vaz korz a oa harpet ouz ar gwele. Ha Per da drugarekaat ar Zant, ha da gentelia Erwanig.

D’an abardaez-ze zoken, Erwanig gant e vaz korz a oa o tont diouz ar c’hatekiz. Digouezet e kichen Maner ar C’hagn, e klevas eur c’hoarz a drenv e gein, ha pa droas dispont e benn, eun diaoul, stummet divalo awalc’h evit-se, a lavaras d’ezan : « Me zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron. »

— « Me eo mab Per ar Paour ; va faeron zo er baradoz. »

— « He ! Eh ! He ! Bet eo er baradoz a dra zur, mes n’eman mui, rak me zo deut kuit ivez war e lerc’h, eur pennad brao a zo ; ha breman emomp du-hont e Maner Kerzatan. Deus buhan ’ta da gaout da baeron. »

Hag al lostek daonet a fellas d’ezan kregi e brec’h ar pôtr. Met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnan eur berad dour benniget eus e vaz. « Kerz, emezan, da lavaret d’am paeron e tle beza bras awalc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor ! »

Kristenien ! Mevel Pôlig a zifretas kuit ac’hano daved e vestr ! Hag heman, pa zigouezas e vevel d’en em glemm hep beza great e gefridi, a sankas