c’hellaz enaoui al lutigen rousin, neuze e welas piou a rea ar reuz. — « Ah ! gagnou, emezan, en eur zevel ; c’houi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta ! »
Bzit !… Bzit !… An dour benniget er-meaz eus ar vaz korz.
— « Awalc’h ! Awalc’h ! Ah ! Yaou ! » a vleujas an diaoulien.
— « Awalc’h ? eme Erwanig ; ya, mes hepken ma teuit a-benn, arôk ar goulou-deiz, da zevel endro d’al lochen-man eur maner eus ar c’haera ! »
— « Awalc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet ! »
Emichanz sikour a deuas d’ezo diouz Kerzatan : mansonerien, kilvizien, eskennourien, marichaled oa anezo. Beteg ar mintin ne gleved nemet mein o trailha, morzoliou o skei didruez, eskennou o skrignat o dent, annezou o tiston, ha me oar, me !… Ar pez a ouzoun eo, pa strinkas an heol-mintin e vannou kenta dre an oabl, endro d’al lochen, e oa war zav eur maner dispar, mogeriou uhel, gant dorojou bras, endro d’ezan. En eur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze beza lezet da vont ac’hano. — « Tostaït aman, gagnou ! » eme Erwanig hag e skuilhas warno eur vrizadenn diveza ! Eur jolori spountus a zavas etrezo, kerniel an eil o toulla egile. Gwasoc’h c’hoaz ! An hini kamm, brevet e c’har vat d’ezan etre daou pe dri damm, a oa red d’ezan beza kaset d’ar gear war eur c’hravaz daoubennek.
En eur ober an nozvez-ze, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koseat ha deut da zen yaouank ; merc’h an intanvez ivez a oa anezi eur grouadurez gaer, eur boked a yaouankiz. — Eur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e voe eureujet pôtr ar vaz korz gant e zousig koant. Lod a lavar zoken ez eo sant Erwan Heloury a ziskennas diouz lein an Nenvou, da skoul-