Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

dachou ! e karfen rei d’ezan eus ar gwella ; mes gouzout pehini eo ar gwella, aze eman an dalc’h. An aotrou mear, a gav d’in, a vefe gwelloc’h gantan ar jistr sec’h, eun tammig c’hwero, dre ma skrab en eur ziskenn… Mes n’eman ket e-unan er gear ; n’eus forz penôs, eun hanter-dousen itronezed pe dimezelled, (me n’ouzoun ket dishanvalat ar varc’hadourez-ze), a zo en e di d’an taol izella : e hini goz, e c’hoarezed, e verc’hed, ha me ’oar, me !… Dont a ra da zonj d’in, e blac’h loudouren a jomme er meaz a gont… Hag ar merc’hed, ar re-ze a gav ken mad an traou dous, m’am eus c’hoant da gredi e redfent d’en em veuzi d’ar mor, ma vefe bet ar mor dour-vel e-barz. Neuze, kas d’ezan jistr dous, e verc’hed a zizec’ho buan ar varrikennad… Gwasa ma vez, gant ar jistr dous e vez tommet d’an dud, muioc’h c’hoaz d’ar merc’hed eget d’ar wazed. Oh ! Tra, tra, arabad d’in mont da vernia war va c’houstianz pec’hejou merc’hed an aotrou mear, rak eur zamm brao am eus gant pouez va re va-unan, ha peadra d’in d’ober ganto, siouaz Doue ! » Hag ec’h ev e skudellad.

— « Mâ ! Tanfouich brein ! Aze n’eus na rak na perag ! -- Evidon-me, ar jistr sec’h a zo trec’h d’ar jistr dous. Koulskoude marteze e klevin trouz ha rebechou. Alies da welet an aotrou mear e teu genaoueien eus Pariz, Gallaoued begou-fall !… Ha pa na vezer ket boazet outan, ar jistr sec’h a gaver blaz c’hwero d’ezan ; e lec’h ar jistr dous a ra egiz allazig d’ar stomok… » Hag ar paour kez Herve Stroallek a gendalc’h da danva an daou seurt jistr, hag int, o daou, mad-dreist.

— « Satordallik ! Biskoaz kemend-all ! »

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Herve ? » — Ar merour Gwilhou Tortig-Kamm, an hini a zo dis-