Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

troet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».

— « Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ? »

— « Mont a reomp endro ganti egiz diagent.

— « Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun ! »

— « Mâ ! Tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour punz, na dour-red. »

— « O ! gwelet a-walc’h a ran… mes lavar d’in da c’hoant, te ! »

— « Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkoulz kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennât an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer. »

— « Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ive, war am eus klevet…

Pehini da gas d’al Ludueg neuze ? »

— « Aze ’man an dalc’h, tonton Herve. »

Hag ar skudel a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz, mes penôs ober ?

— « Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ? »

Mes ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !

— « Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve ! »

Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.

Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez