Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

diwardro, hag Herve en doa sonj, pa oa bihanik, e yontr Laou-Pik a oa bet kavet beuzet gant ar C’horrig el lanneg-ze, ebarz eur rouden-gar ha na oa ket muioc’h a zour enni eget n’en defe gallet eva. Ha koulskoude Laou-Pik ne eve ket kalz a zour ! Hag a-greiz kement-se, Herve ne goll ket kalon : « Ar C’horrig, emezan, n’en deus krog ebet nemet war ar bec’herien. Ha me, tanfouich, me ’zo didamall va c’houstianz ! » Ha koulskoude, en eur vont gant e hent, eun diaoul ifern bennak a lavare d’ezan : « N’ e teus ket sonj petra ’teus great abaoue da Bask ? Epad an oferen-bred ne rez nemet mont da eva eur chopinad a-hed ar zarmon ; ha fest ar vaz a teus bet koaniet eur wech da wreg ganti, abalamour ma tagnouze re. Ha neuze bremaïk e teus evet, da vihana, eur bailhad jistr diwar goust da verour ha great koll d’ezan. Laer ! Ever ! Riboter ! Kanner ar merc’hed ! Boued ar groug ! Daonet ! Milliget ! Mab an diaoul bras hag e gerniel !… »

Ha setu Herve Stroalleg o krena an derzienn, rak re wir eo, siouaz ! pec’het en deus ! Hag e talc’h da vont gant ar wenojen, lann berr en daou du d’ezi, a-wechou eün, a-wechou a-zehou pe a-gleiz, rag an avel, emichans, a rae d’ezan souza.

N’eus forz, a-raok bepred ! Hag, evit krena nebeutoc’h, e kan hag e c’houitell, beb eil tro, eur ganaouen ha n’en doa bet morse spered a-walc’h nemet evit deski ar poz kenta anezi :

Selaouet holl ha selaouet,

Tran lar di reno,
Eur zon a zo nevez savet,
Tran lar di ra lan la,

Tran lar di reno !…

Eman sko er menhir : n’eus mui nemet eur c’hammed bennak da vuzula, hag e vezo en em dennet kuit dibikous !