Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

ket en eur ziwall ar vioc’h, rak katekiz ha sarmon he doa bet piz digant Yan. Mes siouaz ! Petra ’ faot d’eoc’h ? Gouzout a rit, eur voazamant fall a vezo ato trec’h abred pe ziwezad. An daou pe dri devez goude-ze Katellig a zizonjas ket da vont buhan da danva melchon gwenn ar maner. Hag ar pez a oe gwasoc’h c’hoaz, an aotrou Furzod a zigouezas war an taol, e fuzul gantan, hag a gasas bioc’h Katellig d’ar bed all. Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d’ar gear da gas ar c’helou glac’harus-ze da Yan.

« Foei ! eme heman, ar pez zo c’hoarvezet a zo digouezet ha n’eman ket mui da zont. Elec’h chomm aman da ouela kaon d’am bioc’h, pe elec’h  koll va amzer, Katellig, da uza ar gorden war da gein pe da dorri trojen ar valaen war da zargreiz, eo gwelloc’h ganin mont da gerc’hat Kontelvraz, kiger ar Pont, evit diskroc’henna Moumoutik. »

Antronoz vintin, Kontelvraz a zigouezas, e gontel hag e stalikerez kiger gantan, ha Moumoutik ne oe ket seiz-daletoc’h evit beza diskroc’hennet. Pa oa echu ar stal, epad m’edo Katellig o ouela d’he loan paour :

— « Breman, kiger, eme Yan, me n’am eus ket arc’hant peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutik, va loanig paour ; ar c’hroc’hen  a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger. »

Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras « ya » etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.



Deomp breman da welet petra raio Yan an Inkin gant kroc’hen Moumoutik. — Kerkent ma