Evit d’ezan beza dall, ar Vretoned her goar mat, Matilin a oa roue ar zonerien : e vizied n’o doa ezomm ebet eus sklerijen al lagad evit redek war doullou ar vombard pe ar biniou ! Toniou koz, toniou nevez, ne oa ket par d’an dall d’o distaga ; hag awechou, ouz e zelaou, ho pije touet klevet o sevel kanaouennou drant an eostig pe an alc’houeder. — Souezus eo, eun ton estlammus adreist ar re all e ouie awechou dont gantan ; hag, eme ar re-goz, netra nemet ouz klevout notennou kenta an ton-ze, an divesker a zave anezo o unan, en desped d’o ferc’hen, ha c’huit, liron, liron, la ! setu e tro war dro, pep loen ha pep den, an holl en abaden ! Digant piou, penôs, pelec’h en doa desket Matilin an ton burzudus-ze ? Chommet eo bet berr an holl da c’houzout, egiz m’eo chommet ken berr ar zonerien all da dapout an notennou galloudus ken dispar !
E c’hellit kredi, roue ar zonerien a c’haloup e rouantelez, kement a glask a goueze warnan evit goueliou, eurejou, leuriou-nevez ar vro, rak gwechall an divesker, koz ha yaouank, kamm hag eon, a oa muioc’h troët da fringal eget hirio ; ha neuze, ne oa ket bet c’hoaz eskumunuget ar zac’h-biniou.
— D’an ampoent-ze, Matilin, oc’h ober e dammig-tro e bro ar Bigoudenned, a zigouezas en Arvor etre Plozevet ha Plouhinek, elec’h ma teu kaer ha founnus ar c’harotez en douar treazek, koulz hag ar penze en ôd dispennet. Liron, liron, la ! War an treaz, e ribl ar mor, nag int a c’hlebas o chupennou, pôtred Plozevet ! Drant-Doue ! nag