Pajenn:Crocq - Matilin an dall, 1919.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

-ardant, Matilin na vije ket bet troët e benn kement-all. Setu eno ive, ha koulskoude e ouie emichans :

" Ar gwin-ardant o vont ebars, ar skiant vat o tont er meaz. "

III

Ya da ! Skiant vat ar zoner a oa er meaz, o c’haloupat. Ha setu hen, a greiz-penn, o staga gant e don bras estlammus. Liron, liron, la ! Kerkent hag an notennou kenta, ar zoner a oa ar mestr : divesker ar re goz a fringe, divesker ar re yaouank a zode ! Torgen tourterez ar C’horoller a ree lammou-maout kals gwasoc’h eget ar re a zo meneg anezo ebarz " In exitu Israël " Gousperou ar Zul ! Drant-Doue ! Na pebez jabadao spontus ! Pôtred vat Plouhinek a oa dizale gleb-dour-teil, ha penn-tach Bigoudenned Plozevet a vransigelle war o bleo amanennet !

Ha Matilin a zon gwasoc’h, hag an holl a gase buhanoc’h !…

Liron, liron, la ! Penôs ? pennfollet eo ar zoner ? Petra ? Hag arzodet eo an danserien ?…

Ha war wasât bepret ! — Ha setu war an treaz gleb gant ruilhadennou al lano, setu ive ar c’hranked, al legistri, ar grilhed-mor o tont er meaz eus an dour, hag o fringal adreusa ma c’hellont ! Biskoaz c’hoaz kement all !… Ha dre greiz eun hevelep tourni, setu o sevel diouz beven ar mor, eur plac’h yaouank a c’hened bras, dispak war he c’hein eur pennad bleo hirr melen, glaz-mor he daoulagad bras, eur mousc’hoarz tener o tigeri he muzellou war diou renkad perlez ! Na pebez krouadurez goant gant he broz hirr gwenn-kann brodet a renkadennou aour lintrus !

Ha gwasoc’h e kendalc’he ar jabadao !…

En eur zansal evel an holl, e kavas he zu da dostât bep eun tammig ouz ar zoner, hag he mouez flour a zourgane da heman, dre ma troe : « Matilin, me zo eur brinsez yaouank eus ar Mor-Bras. Va finvidigez a zo tost ac’han, em c’hastel a zindan au dour. Deus ganin-me, Matilin, te zono drant d’in, me vo da bried ! Deus, ha d’it va zenzoriou ! »…

(Skiant-vat ar zoner ne oa ket c’hoaz en distro.)

— « Eun tres divalo bennak o wapat ac’hanon ! zonjas an Dall outan e unan. Ha deut ar c’hiz gant ar brinsezed yaouank d’en em ginnig da zimezi gant ar zonerien dall ? »

Met mouez flour ar plac’h yaouank a gendalc’he he goulenn : « Deus gant ar brinsez d’ar Mor-Braz, Matilin… »

« Liron ! Mont awalc’h a rafen, neket abalamour d’ho pinvidigez, met abalamour d’eoc’h eo e vefe… Ha koulskoude mar timezan d’eur brinsez, setu me e kroc’hen eur prins ive, ha c’hwitel-gamm ! pa vezin-me prins, me oar piou a zebro gwelloc’h frikou, ya-da !… Nemet an