Pajenn:Crocq - Pebeuz votadeg, 1924.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 964 —


Mâ ! setu ’ta ma teuas votadeg evit kas kuzulherien d’an ti-kear… Ne oa ket eur bern anezo da gas, rag ebarz… (e oan o vont da lavaret d’eoc’h e pelec’h, met ne rin ket, nann, ne rin ket)… ebarz, lakomp e Toulloupri, ne oant ket da neuze kals a wazed da voti ; great ha dic’hreat, etre yac’h ha klanv, ne oant ket ouspenn eget ugent.

Hogen holl « sitoyaned ar Republik », egiz ma oar egile (ne ket me) dic’henaoui, ar re-ze holl a oar ez eus da veza dibabet e pep toull-bihanna « Kommun » eus ar Vro, d’an nebeuta nao guzulher.

— Beteg hen, e oa bet duze didrouzik awalc’h an traou ganto, hag evit dibab, hag evit kuzulhata : sonjit, ugent gwaz barrek da voti, ha nao dibabet da guzulhata ! Nebeut da ober reuz ! A-viskoaz ’ta e oa bet an traou war an tu didrouz ; met, an taol-man, e tiskaras karr ha karrad !

Ugent e oant a zibaberien : nao e oant da veza dibabet : setu ma chomme ouspenn eget nao all hag a c’helle ive o hanoiou dont er meaz diouz ar pod…

Heman a lavare d’egile : « Ar mear koz n’eo mat da netra, na kennebeut ar re zo gantan. »

Egile a lavare : « Ha ni, elec’h planta moueziou e park an nesa, na perak ne blantfemp ket en hon hini ? »

— Me ’lavar d’eoc’h, etre ugent gwaz a bep oad, a bep stad, e c’hell digwezout kroz ha trabas !… Selaouit !…

Krak, krok, moan, teo, Jhirr ha berr ! Setu ne oant ket evit en em glevout ; ha, va Doue, c’houi ’oar n’ez eus, da neuze, netra da ober nemet ober diou listenn… Ar pez a oe great… Diou listenn e Toulloupri ! ! !…

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

(Abalamour ne oan d’an ampoent nemet izeloc’h eget kart-vousig, ne lavarin netra, netra eus ar bromesaou kaer a reaz an diou gostezenn : koulskoude ar re-goz a lavar eur c’hostezenn a ginnigas al loar ; met eben, eun tammig a ziwarlerc’h, eben a douas kemeret an heol da lodenni etre he hostizien ! (Abaoue, ar re ac’hanomp eus a voused a zo deut da « voterien » o deus meur a dro klevet hevelep litaniou : promesaou, petra ra kement-se ?…)

Etouez paperiou koz krammennet gant merkou soa, gwin-ruz, kig-sall hag all, em eus kavet koulskoude hanoiou an diou listenn, hanoiou tric’hwec’h den, kerent ha mignoned, a yee, nao ouz nao (a ziwar ugent), d’en em dourtall… egiz maout ar Go ha maout ar Gall !

Pebeuz strollad meot fall ! pe chas divergont, pe… ha me oar ! … Lennomp ar paperiou krammennet :