Pajenn:Crocq - Pebeuz votadeg, 1924.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 966 —


Listenn Vat Beskont a Gernetra a lavare e oa ar maout d’ezi abalamour d’an aotrou person, hag abalamour da vevel ar Maner, Salaün ar Pennker. Kent-se, bec’h d’al Listenn Vat ! ! !

Listenn Welloc’h Lomm ar Pennker n’he doa difizians ebet, nag a belec’h, p’eo gwir an aot. person, mar kave mat al Listenn Vat, ne c’helle nemet kavout gwelloc’h al Listenn Welloc’h ; hag ouspenn-ze, daoust ha Salaün, mevel maner Kernetra a oa goest da zianaout e oa en e wazied goad e vreur Lomm ar Pennker ?… You ! you ! pôtred.

Kaer ar mintin d’ar zulvez vras !… Ar bôtred klaskerien moueziou a oa holl en iliz d’an oferen vintin, arôk ar zon-diweza zoken : pep kostezenn a zelle a-gorn ouz eben ; ha dreist-holl, pep hini a c’hortoze mouez ar « pastor mat » , ar person koz, mignon d’an holl, met red d’ezan koulskoude troc’ha e damm en taol-man…

Dign !… Dign !… Abafet an holl ! N’eo ket ar person koz a lavar an ofern… met unan yaouankoc’hik, hag a zistro, goude an aviel, ouz ar barresioniz da lavaret d’ezo e oa chommet о fastor staget war e wele, abaoue an derc’hent, gant eur gaouad remm, hag evit pell amzer marteze… Red pedi evitan !…

Arabad barn an nesa ; me gred koulskoude, va Doue, pôtred an diou listenn, mat ha gwelloc’h, a oa o zonj muioc’h ebarz unan-all eget ennoc’h : ya, ebarz Salaün ar Pennker, mevel maner al Listenn Vat met breur da vleiner al Listenn Welloc’h.

Pep hini lod a-wel, lod dre guz, a furchas an iliz : met Salaün ne oa ket ebarz : daoust hag hen e oa ive ar remm warnan ?…

Da zibenn an ofern, arabad koll amzer : digor d’ar pod-houarn-gwenn merglet, ha bilheji Toulloupri prim ebarz : nao d’al Listenn Vat nao d’al Listenn Welloc’h ! Keit ha keit, kein ha kein, bleo ha bleo ! — Hag an dispartier ?

Klanv an aot. person, ne jomme ken nemet mouez ar mevel da zispartia.

E pelec’h ’ta e chomm ar genaouek-ze a Zalaün ? ?

— Me e danfoultro, eme Gernetra.

— Ar paourkezik, eme ar Pennker, duman ez eus lod evit daou marteze.

Ha betek kreizdeiz, nao ha nao e oant о klask, o turia hag o c’hrognal : Laou ar Sec’h ouz Lann ar Gleb, ar c’hemener Toker, ouz an Toker kemener, hag adreist-holl, an daou zevezour hag a oa daou vreur, ha gwasoc’h c’hoaz an daou Raz, tad ha mab.

… Da greizdeiz nemet nebeut a dra, eur youc’haden : e oa Salaün war wel… en ofern-bred eo bet er barrez nesa.

— Salaün, deus, ’ta, mevel !