Pajenn:Crocq - Pebeuz votadeg, 1924.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 967 —


— Salaün, tosta ’ta, breur !

Met Salaün a jomm eur pennad a-zav, a zelaou hep flach, a zistro e benn :

— Deomp, emezan, da genta da c’hlebia da hostaliri Laou ar Sec’h, ha goude ni yelo da zizec’ha da di an hostiz Lann ar Gleb.

… Bec’h d’ar moueziou, pôtred !… Met mez eo d’in derc’hel keit ail warnoc’h, lennerien !

En devez-se, roue Poulloupri a oe Salaün…

… Da deir eur e oa ker ront e voutou eget reou Jakou, an hini a zistage aliez re vras kofajou, hervez sôn vrudet Pôtr Trec’houre.

— Lezit ac’hanon da ziskuiz ha da ober mat va zonj, a derme Salaün.

… Ha da beder eur nemet eun tammig, e oe kavet Salaün kousket etal eur bern foenn : kousket, roue Poulloupri, disranner ar c’hlaskerien-moueziou !

Prim e oa dihunet ha sammet kuit dre e gazel.

— Deus d’ar pod, Salaün, eme Gernetra.

— D’eomp da vouez, breurig, eme Bennker.

— Lezit ac’hanon, eme roue an devez, diabafet awalc’h : va mouez n’eus ezomm nag eus brec’h, na kazel, na kabestr.

· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·

Dirak triwec’h an diou listenn gwelloc’h gwella, Salaün a blantas e vilhed er pod-houarn-gwenn, merglet, hag… a zifurchas kuit, epad ma kroge ar re all da furcha ar voest…

Peoc’h, peoc’h, setu aman :

1. Listenn vat : 9 mouez.
2. Listenn welloc’h : 9 mouez.

Neuze an triwec’h a jommas mantret, pladet : an hailhon-ze a Zalaun, goude beza lounket eur c’hofad e ti ar Sec’h, unan all e ti ar Gleb, diwar goust an holl, a oe bet divorfilet awalc’h evit lakat er voest… eur bilhed gwenn !…

— Daou gofadig mat a zo mat da gaout evit netra, a zonje Salaün, lorc’h ennan oc’h ober e dammig roue ; met pewar gofadig a zo diou welloc’h eget daou ! Kendalc’homp, lezomp ar re-man a istribilh, hag abenn disul ni reyo c’hoaz kement all.

Hag e reas : ha gwasoc’h zoken ! Siouaz ! Nag hen a oa flouret e gein d’ezan ! Ha da eva, ha da zibri, ha promesaou kaer ! Salaun, diouz eun tu ; Salaunik diouz an tu all ! An triwec’h klasker a oa warlerc’h pôtr e voutou ront, betek serr ar pod, rak Salaün a c’hortoze betek an taol diweza, ha ne felle ket d’ezan, tamm ebet, diskleria evit piou a oa e c’hoant.

— C’houi welo ! emezan, amzer !