Pajenn:Crocq - Prizonier ar republik, 1909.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —


En eur prizoun ken brein, en eur prizoun ken yen ?
— Peseurt torfed iskiz am euz-me great ? — Siouaz !
D’an amzer a vreman laëron an hentchou braz,
Muntrerien divalo, vez lezet da vale.
Pa vezont prizouniet, ar prizoun dizale
A zigor dirazo… hag e reont brasoc’h droug.
— Eur vam morse na gas he bugale d’ar groug ;
Ar Republik neuze penoz a c’hellfe kas
D’ar groug he bugale, holl potred a drabas ?
Nan, hor gouarnamant a lez gant plijadur
Ar seurt laboused-noz, dispac’herien hudur,
Da dana, da laërez Iliz ha maneriou,
Da laza war ar meaz kerkouls hag er c’heariou !
— Soudarded gall awalc’h zo deut d’hor Breiz-lzel,
N’eo ket da lakat peoc’h : Klask beleien zo gwell
Evit o c’has d’ar maro. — Ne glaskent ken labour,
Kavet o deus avad, e Breiz, eun enebour
Hag a sko taoliou mad, pounner a didruez.
Breiziz zo stard, kentoc’h e kollfent o buez
Eget na ehanfent da zifenn o Doue,
O beleien garet, o bro hag o Roue !
— Me, den koz, am eus great evel ar Vreiziz all,
Ha setu an torfed e c’heller d’in tamall…
Yenet edo va gwad gant va zriugent vloaz.
N’eus forz, kavet am eus nerz kalon awalc’h c’hoaz
Evit mont da zifenn hor madou hag hon tud
Ouz soudardet ar Republik, ken kriz, ken yud ;
Kals tud, (Doue, bezit truez ouz o ene !)
A zo zet diskaret gant va falc’h warlene.
Va mibien kalonek, e-kreiz o yaouankiz,
’Vije o nebeutât an dispac’herien griz
En hor bro, gant o zad ; potred ar Republik,
Dindan taoliou dispar Gweltas, Yan ha Laouik,
A zo bet kouezet stank. Siouaz ! eur miz a zo
Ez int bet holl o zri tizet gant ar maro !…
Ah ! Perak an ankou am lezas, me o zad,
Var o lerc’h d’o gouela ha da gaout kalonad ?…
C’hoant am eus d’en em glemm… D’eur c’hristen arabad
En em glemm ouz Doue ; ar pez a ra zo mad !
Abaoue m’eo kouezet an taol-ze war hor c’hein.
Ne c’hellan dizonjal ouz ar c’hallaoued brein,
Soudardet digalon, tud fall ha dizoue,
An diaoul en o c’hreiz, muntrerien o Roue !…
En nozvez-ze e oamp, me ha paotred Poullan,
Kuzet e maner-Stang en eur waremad lann ;
Skuiz oa hon divisker o c’haloupat ar vro.
Ha setu ni kousket dinec’h, rak tro-war-dro,
Hervez ma kave d’eomp, n’oa soudard glaz ebed…
— Eun trubard hor gwerzas… ha tennou stank meurbet
War dro an hanter-noz, hon lakeas war zao !
— « Bevet ar Republik ! » emezo ’c’hober dao…
— « Breiz ! Buez d’ar Roue ! » emezomp en eur vouez,
« Doue ha Breiz ! » Davad e tennomp en o zouez…
Evel kals a re all, va zri mab oa lazet,
Siouaz ! Me va unan oa tizet, gwall-c’hlazet…
Beleien hor parrez a oa d’hon heul ganeomp ;
Neuze ’kerzan d’o c’haout, o lavaret : « Tec’homp !
Ar buanna gwella, tec’homp kwit, hep gortoz