Pajenn:Crocq - Prizonier ar republik, 1909.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —
PRIZONIER AR REPUBLIK
————


O veza bet paket eun den hanter-varo
O veza bet paket daou veleg ken fidel
Da lezen an Iliz, kuzet e Breiz Izel
Dre ma karent o Bro ! — Klozet omp bet aman
E prizoun braz Kemper ; hor buez da vreman
A zo deut d’he zermenn, ha ra zeui hon Doue
D’hor gervel davetan, e veleien ha me !
Rak, me oar, kondaonet omp bet dec’h da vintin
Hag e vezimp kazet hirio d’ar « gwillotin ».
O klevout kementse, ne ran nemeur a van
Ne spont ket eur c’hristen mad war e dremenvan.
Gellet am eus kovez. — Saveteit va ene,
Doue ! — Rentit ar peoc’h da Vreiz, d’am bro Gerne !
(Daoulina’ra da bedi. An nor a zigor dirak eur gward o tont er prizoun).

II

Ar Prizounier, Ar Gward.

Ar Gward, etal an nor, goapaüs

N’out ket skuiz pa jommez aze war da zaoulin !
Ne glevez ket moueziou gant kroz an taboulin
O tregerni dre gear, e pep penn a Gemper ?…
Deus buan alese, ha war zav, va c’homper.
Dalc’h sonj, potr koz, a barz ma paro ken an de
E vezi er bed-all, duhont !…

(Tostât a ra ouz ar prizounier)

Ha koulskoude,
Evidon marteze n’eo ket brao, n’eo ket mad
Dont aman evelse, va den koz, d’ho koapât ;
Rak pa zellan ouzoc’h, laouen oll ho kavan,
Evel pa vijec’h bet er gear en dro d’ho tan :
Ho taoulagad zo bliou, ha me wel, war ho tal
Ez eo merket ez oc’h eun den eün ha leal.
Mouzc’hoarz eun den dinam zo war ho muzellou,
Droug a ra d’in gwelet ken habask ho sellou ;
Eun druez eo gwelet ho pleo hirr, ho pleo gwenn
A gouez a vouchadou evel eur gurunen
Laëron ha muntrerien a wisk liou ar maro
Pa zigouez an devez… Dishenvel ouz re-all,
C’houi ne c’hellit beza, me zo sur, eun den fall ;
Ha penoz ’ta emoc’h laouen en hoc’h anken ?

Ar Prizonier, o sevel.

Gant sikour va Doue deut d’in dre ar beden…
— Da bed eur e rankan mont hirio d’ar maro
Va den mad ? —
(Ar gward a ia d’ar prenestr da zellet ouz e baperiou)

Ar Gward

Da genta, lavarit hoc’h hano.

Ar Prizonier

Kadouan Losk ; euz a Boullan oun genidik.

Ar Gward, o lenn