Pajenn:Crocq - Prizonier ar republik, 1909.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —



Ar Prizounier

Ya, gwir a lavarit, c’houi a oar o micher,
Hastit buan eta, grit ar pez zo d’ober.
(Ar Gward a droc’h e vleo d’ezan diwar e chouk)
Ha bremaïk ar gontel, o koueza war ho kik,
A gastizo eun enebour d’ar Republik !
Tostat a ra teir eur.

Ar Prizounier

Echu eo ganeoc’h ?

Ar Gward

Ya.

Ar Prizounier

Mad ! me garfe teufec’h neuze d’am c’hentelia ;
P’eo gwir ho peus kaset da Varadoz Doue
Meur a Vreizad dispont, difennour e Roue
(C’houi zo eun den mad daoust d’ho micher divalo)
Lavarit d’in penoz gouzanv taol ar maro.

Ar Gward

Deuit aman : kalonek avad eo red beza
Evit c’hoantat deski ar gontel diveza
(Ar Prizounier, didrouz, a ra egiz ma gemenner d’ezan).
En em daolit buan d’an douar, me ho ped.
(Ar Prizounier a ya d’an daoulin)
N’eo ket awalc’h, red eo d’eoc’h gourvez en hoc’h hed.
— Ahed linen ho kein astennit ho taouarn,
Staget e vezint d’eoc’h gant eur potaill houarn.
(Ar Prizounier a c’hourvez, e zaouarn war e gein)
Mad ! Red eo c’hoaz tostat an eil ouz egile
Ho taou penn-glin : me gred emoc’h mad evelse…
Ha koulskoude, red eo tostat ive o treid,
Hag o lakat da zont da veza keit ha keit :
Arabad e vefe o flega kement-all
Rak war ar « gwillotin » ne c’helloc’h ket fringall.
Mad awalc’h evelse ! Chommit ditir avad ;
Red eo astenn ho koug breman ; n’emoc’h ket mad.
Ne zavit ket ho penn ; ho tal war ar planken
A die beza harpet. — Ha breman, hep anken
Mar gellit chomm, va den, da viana e peoc’h,
Gortozit ar gontel da ober ho stal d’eoc’h !
(Ar Gward a jomm sebezet o welet an den koz dispont,
Kadouan a zav war e zaoulin, dinec’h.)

Ar Prizounier

Trugarez d’eoc’h, va den !

Ar Gward

M’oarvad, gant eur gentel
E kollit ho skiant.

Ar Prizounier

Nan ! Rak taol ar gontel
Ne grenan tamm ebet : me reio ’vel eo red,
Dalc’hmad e sonj Doue e talc’hin va spered…
Pardon !… Betek an taol. Doue, me ho karo !