Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SANT KEVIN
————


Sant Kevin a c’heller da drei e hano, e brezoneg, ar c’hrouadur koant, pulcher genitus, a zo eus ar brudeta etouez Sent Koz Iwerzon.

Genel a reas wardro ar bloavez 500, a wenn uhel : savet, azalek e zaouzek vloaz, gant tri vanac’h fur ha gwiziek, Lochan, Eogan hag Enna, e teuas da c’houde da veza diskibl d’al lean Beonan, ha d’an eskob Lugikl a zavas anezan da veleg. Wardro ar bloavez 540, Kevin a zavas leandi Glendalough : beva ’reas c’hwec’h-ugent vloaz, arok mervel, d’an 3 a vezeven 618.

Iwerzoniz na ehant ket ganto danevellou diwarben St-Kevin : setu aman unan[1] eus an danevellou-ze hag a gendalc’ho pell c’hoaz, gant he blaz c’houek ha birvidik da lakat kalon ha skouarn ar zelaouerien da dridal gant plijadur.

Eun devez, Kevin, bugel c’hoaz, a oa kousket war al letoun, hag hen ker keant ma tiskennas diouz an nenvou Elez da bokat d’e dal. Da c’houdeze, dre e vuhez skouerius, e wiziegez, hag adreist-holl dre e gomzou helavar, e tenne davetan an holl galonou, ken na teuas da jomm endro d’e leandi, eur bobl a e dud, ken gwazed, ken merc’hed, da westla da Zoue o buhez er beden, er c’han, hag en oberiou mat.

Kathleen, ar verc’h a ouenn-vras, a oa etouez ar merc’hed-ze : nag a blijadur a gave hi e gened hag e helavarded ar prezeger yaouank !

Pep gwech ma prezege, Kevin a gave dirazan kathleen oc’h eva e gomzou, ha staget outan he daoulagad ken glaz !

Ha Kevin, a-greiz-holl, a gavas, en e greiz, entanet e galon gant karantez Kathleen ! Gouela, pedi, yun a ree ; met, dalc’hmat ar gwel eus ar werc’hez estlammus a bare dirazan : dalc’hmat Kathleen en e gichen !

O ! emezi d’ezan, war riblou koant loc’h Luggelaw, evidout eo am eus dilezet al lec’hiou karet, ma’ z oun bet luskellet ha savet, maner va zad ; kerent, mignoned, brasderiou, evidout, eo am eus dilezet pep tra hag hep marc’hata.

— O ! troc’h kuit, a dreuzkomze St-Kevin. Va buhez a zo gwestlet da Zoue : n’oun ket evit terri va leou-touet, na te da-unan

na garfes ket ober kement-all.

  1. Aozet eo an danevel-man diwar eul levr Beachou en Iwerzon, gant an aot. Domenech, misioner abostolel.