a ran sevel va daouarn ha va daoulagad etrezek bolz an nenvou, ha lavarout d’it, ken divez ha tra : me da gar, Kevin, me da gar !
Yenât a ree an amzer hag eur vogedenn wenn a gelc’he kribenn ar roz ; ha koumoul du a ginnige tarza a-uz d’an draonien ; an hentchou a oa ken skoasellek ha ker fall, ma lavaras al lean santel : « Gallout a ri, plac’h yaouank, diskuiza fenoz etal va lochenn ! »
Kevin, hag hen skuiz gant e zevez, na oa ket evit kousket, dalc’hmat e spered divorfil. Eus e oll nerz e troe e zonj warzu Doue, met ne oa ket evit ankounac’hat ar grouadurez flamm, kaer ha dinamm a oa kousket dindan e lochenn ; kaer en doa dibuna e bedennou, gant Kathleen e kendalc’he e zonjou.
Kerkent ma c’houlaouas an deiz war ar stanken, setu Kevin, evel m’edo boaz, o vont da gana e ofis betek loc’h Luggelaw ; didrouz, arok he c’huitat, ne oa ket evit mirout da drei e zellou war ar plac’hig ker koant en he c’housk, astennet e kichen an treujou, he brec’h-dehou war gouzoug Lupa, milgiez al lean, puchet en he c’hichen. O welet he mestr o vont kuit, Lupa a ziskoasas ive d’e heul, ha Kathleen a jommas he-unan.
Ha Kevin a zavas en e spered :
— O ! perak, paour kez, n’out ket evit lakat da zorn en he dorn, hag unani da vuhez gant he hini ? Ha perak ?… Hag e pelec’h ema ’n droug a felle d’in dec’h diskouez d’ezi ?…
Met kerkent riblou loc’h Luggelaw a zistonas gant kloc’h al leandi o verka glaz d’eur breur-lean nevez-tremenet !
Ha setu Kevin prim en e zav-sounn egiz skornet e wad gant eur yenien trumm, o redek d’an iliz da bedi evit an hini maro. Ha kloc’h Luggelaw a zone glaz !
Dirak an aoter, Kevin war e zaoulin a ouele c’houero. « Bennoz-Doue d’it, kloc’h benniget, evit da ali mat ! Dihunet e teus va ene morgousket ! O va Doue ! e oan oc’h ankounac’hat ho karantez ; ankounac’haït va fazi ! Na zilammit ket diganin ar gurunen aour a roït d’an nep a zisprij madou berr ar vuhez verr-man, hag a heuilh penn-da-benn hoc’h heut, hep distrei da fallgalona. Difennit va ene, ha mirit, mar plij, eur c’helc’h a zantelez da lugerni endro d’am zal en ho Paradoz. Diwallit va zempladurez a-enep eur garantez a zo war va lerc’h : rak yaouank oun, ha bresk, siouaz !
Ha neuze Kevin a glevas en e greiz egiz eur vouez hag a lavare : « Kerz kuit ac’halen, tec’h arok ! »