Wardro ar bloavez 540, Kevin a zavas leandi Glendalough :
eun danevel a zispleg penôs, ha digant piou e teuas
da gaout an douar, evit e leandi ; ha setu aman an danevel-ze.
Ar roue O’Tuathal, ne ket eur penn tenval a roue a oa anezan : ar vuhez a blije d’ezan, ha brasa plijadur e vuhez a oa redek ar c’had, ar c’hefeleg, pe ar c’hirvi pe ar moc’h-gouez, adreuz e lanneier treut hag e veneier brugek. En Iwerzon, d’ar c’houls-amzer-ze, ne oa ket red furchal pell, na pell-bro, evit dineiza trizek roue evit dousen, ha rouaned, c’houi lavar, pôtred a-dailh !
Diouz an tarz-mintin betek a r serr-noz, ar roue peoc’hus O’Tuathal a hemolc’he[2]. Hag eur wech distroet, d’e lez (o ! eur c’hoz manerig koz !), e tistage eur c’hofadig mat, netra nemet evit diskuiza.
Ar vuhez-ze a badas keit ha ma padas kof ar roue da vont en dro ; met, eun devez, devez fall, an oad hag an holl skuisderiou a dôl-krenn hen ledas war e blad : a boan ma oa evit ober eun tammig-tro endro d’e lez, bemdez. War galon ar paour kez O’Tuathal e oa serret skilfou rec’hus an dristidigez skoulmet gant keuz-warlerc’h an amzer fall-dremenet. Ya, prenv an anken a dalare poull e galon, hag e zoaniou ben dije abred diskennet er bez, anez eur waz, ya, eur waz vurzudus, hag a zalc’he anezan e buhez gant he doareou dispar.
Gwir eo, biskoaz den na welas, ha biken den na welo (da gredi ’zo), eur waz da geitât gant hounez ! Bep gwener e tiskenne a bloum ebarz lenn Glendalough ; hag eur mell dluzen a-dreuz he beg, e tistroe daved he mestr koz da gas d’ezan eun tamm da lein. Hag en deveziou all war ar zizun, ar waz a oa mat da jiboesat ha bleo ha plun : n’he doa ket he far evit he zaoliou-ijin ; nan, ne oa ki-red ebet evit tostat a-dost outi, na petra ’ta ! Kent-se nag hi a oa eur blijadur da ziverra deveziou hirr he mestr. Ken na deuas ar roue koz da gaout liou
ha beoder n’eus forz penôs dek vloaz a ziagent.