Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

zud, me lako d’eoc’h da niveri muioc’h a arc’hant eget n’oc’h goest d’ober, hag hep keuz c’hoaz.

— Na petra ’rin-me gant arc’hant : le am eus grêt n’am bije biken : douar, adreuz eul leoiad bennak a c’hellfen a-galon vat digemeret diganeoc’h, mar plijfe d’eoc’h o roï.

— O roï, ya, ya, great ar marc’had.

— Neuze, otrou Roue O’Tuathal, galvit davedomp ho kwaz, hag e weloc’h na me zo evit ober eviti.

Ar roue a c’hwitellas kerkent da c’hervel e vignonez koz : hag ar waz, chilgamm, a ziruzas eus he gwella.

Hag an den yaouank dister d’ar roue koz :

— Ha roï a rafec’h d’in an douarou a ray anezo an dro ho kwaz ?

— A galon vat, o roïn, nemet bras, na ledan nag hir na vint, me gred.

— Neuze, Sant Kevin, rak hen eo a oa an den yaouank-se, a zibradas al labous koz kez paour etre e ziouvrec’h, a roas war he fri karnek a-uz d’e daoulagad pikousek, a roas eur mell sin-ar-Groaz ledan ha padus.

— Deut aman, kozig kez, ha me da yaouankao ; hag e stlapas ar waz dirazan…

Nag hi a zavas, diouz an tu kleiz d’al lenn, betek warzu Lugduff, ha mengleuziou Luganur hag a blavas war oll-dro al lenn.

Hag e keit-se ar roue O’Tuathal koz a dride e galon o welet o nijal e waz nevezaet : ha pa ziskennas, harz e dreid e vignonez, e pokas d’ezi ; hag he flourae, hag e ouele…

Ha neuze Sant Kevin a zisklerias d’ar roueig O’Tuathal piou edo : ha mestr ar waz a roas gant muioc’h c’hoaz a blijadur an holl douarou an oa lavaret roï.

Roue ha Sant, a c’houde-ze, ne oant nemet-unan : O’Tuathal dalc’hmat o c’houlen harp Kevin. Mervel a reas koulskoude, dizale, ar roue koz, gant kement a nec’h a gemeras pa welas e waz marvet gant eur zilien re-vras chommet a-dreuz he gouzoug. — Setu penôs e teuas Sant Kevin a-benn da gaout douar leandi Glendalough.


Yvon CROQ.