Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 552 —


EUR C’HANTIK KOZ
————
THEOPHILUS
————

Ar goanv en deus kwiteat gant e frim an douar,
An erc’h teuzet a red diwar lein ar menez,
Gant an nevez amzer e c’houez avel glouar,
Ar bed oll a zihun hag a gav ar vuhez.

Piou ’oar pet gwech war ’n-ugent am eus bet kanet pe vouskanet ar c’hantik-se : ha bep gwech e teue d’in da zonj : « War don : Theophilus ». — Anaout mat a reen ton Theophilus, met petra oa gwerz Theophilus ? Aze oa an dalc’h, ne ouien ket : paperiou koz awalc’h koulskoude a oa duman, hanter-roget ha mogedet, saotret ha kramennet, me grede start beza o lennet penn-da-benn : fazi, pôtr. Eur wech ma oa va fri war eul leor kantikou koz, boulzero ! petra welan, unan eus çwerziou diweza al leorig, « Cantic en enor d’ar Miracl