Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 555 —


Evit diskouez doare skriva an Tad Maner e vouller aman gwerz Theophilus egiz m’eman er C’hantikou, ha, war he lerc’h eun toulladig evesadennou berr.


Cantic en enor dar Miracl carantezus a eure ar Verc’hes
Glorius Vari en andret Sant Teophilus
————

1.Clevit ur Verz nevez so nevez composet
Eus un den recouret a oa a gos collet,
Considerit enni an dorn leun a druez,
Mari advocades dan oll bec’herien guez.

2.Gueichall e oa un den hanvet Theophilus
Accuset faussamant gant tut malisius,
A guemeras er fin quer bras displigeadur
Ma tesire bemdeis mil maro dinatur.

3.An diaoul fin ha ruset a glase e lanc bepret
Da gaç en e laçou ar re disesperet ;
Pa velas an den-se ne alle tam cousquet,
A fardas e rouegeou evit e guemeret.

4.Pa ganas ar c’hilloc voar dro an anter nos,
En em laquas eguis un Digentil dispos,
E visach oa gracius, e viscamant tenval.
E dreit blevec ha carn eguis un aneval.

5.An affronter coz-se quempennet evelse,
A yas a doc e gambr da guichen e vele,
Neuse a lavaras : o vont ebiou d’ho ty,
Clevet em eus ho clem, guir test d’ho melconi.
 
6.Livirit franc din-me pe abec oc’heus-u ?
Rac beza melconiet, perac e ouelit-u ;
Sioas din, emeza, ma c’halon so rannet ;
Peb faveur, peb enor, peb mat ameus collet.

7.Mar quirit prometti a boursuif eguile
Ar pez a c’houlennin, m’ho sicouro bemde,
M’ ho craï pinvidic, beza un den puissant,
Nep a esper ennoun a so bepret contant.

8.Ar paour quez trelatet gant an traïtour-se,
A bromettas ober ar pez a houlenfe,
Neuse voar nich e oue var ur marc’h transportet
En un ty caër eguis ur Palœs alaouret.

9.Abars commanc e hent carguet oa na larfe
Na Jesus, na Mari, na Pater, nac Ave,
Ne rafe sin ar Groas, ne dasje da gofes,
Ar pez a brometse ebars en e Balœs.