Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ar benn-herez a lavare
D’he matezik vihan neuze :
Matez vihan, ma zikouret,
Evit courach d'in ne vank ket.
Eun hach-pennek a oa gant-hi,
Hag e c’hourdrouze he skeï.
— Penn-herezik n’am skoït ket,
P’autramant c’houi vezo nec’het.
Mar galvan-me ma zoudarded,
Penn-herez, neuze e krenfet.
— Fontanella a c’houlenne
Digant ar benn-herez neuze :
Penn-herez, ha dont a refet
Gan-en da zouar ar C'hallaoued ?
Da veza war benn teir arme,
Ha pried da Fontanelle.